LyricsCopy
en : Home > S > Servat Gilles > Traon an dour

Traon an dour

by Gilles Servat

Ma c'halon a zo 'vel ar glav yen
Ma c'halon a zo 'vel ar vorenn
Gleb 'vel deliou goude ar barrad dour
Ma melkoni a gan en eur chanson amour

Ennon eman ivez an hirnez
O sonjal eman pell ma c'harantez
Gorrek eo an amzer 'vel red an dour
Ma melkoni a gan en eur chanson amour

Du hont eman ma c'harantez
A rez d'an dremwell en ec'h enez
N'hellan ket ken gwellout ar c'hastell dour
Ma melkoni a gan en eur chanson amour

Du hont eman ma c'harantez
Ha me aman dindan ar gwez
Hag o tiwall ar saout e Traon an dour
Ma melkoni a gan en eur chanson amour
Random :
English - Français - Español - Italiano - Portugueses - Deutsch - © 2005 Lyrics Copy .com
Paroles de Chansons Paroles Mania .Fr